Sant Mesrop (Mesrop Mashtots) (361/362-440) en doa krouet al lizherenneg armeniek e 405. Implijet e vez evit skrivañ an armenieg.
Posupl eo e vije bet levezonet diorroadur al lizherenneg gant un doare-skrivañ all, da skouer ar pahlavi, lizherenneg ar sirieg pe c'hoazh hini ar fenesieg. Met dre vras ez eo kazi sur e vije bet kemeret lizherenneg ar gresianeg da batrom pennañ evit krouiñ al lizherenneg armeniek.